àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Mia Madre

Mia Madre

SIN-151218-MIA MADRE.docx MIA MADRE Ur film sevenet gant : Nenni Moretti (2015). Gant : Nanni Moretti, Margherita Buy, John Turturro (1e47). Ur sevener brudet eo Nanni Moretti. Titloù anavet en deus laosket, evel La chambre du fils (2001) ha Habemus papam e 2011. Intereset eo gant ar politikerezh kement ha gant kudennoù ar vuhez pemdezieg, an darempredoù etre an dud ha pouez ar vuhez. Gant ar film-mañ e welomp daou istoer war-un-dro. Ema Margherita ur sevenerez anavet mat en he metoù. Divizet he deus sevel ur film diwar-benn labourizion edan koll o implij en o uzin, hag é stourm evid gouarn o labour. Mez n'eo ket ar film ema Margherita éc'h ober un oberenn aez da gas da benn. Ne gav ket ema he c'henlabourerion tud ag an dibab evid-se, hag an aktor pennañ ne ra nemed ar pezh a gar : mil mizer he deus da lakaad he skipailh d'ober ar pezh he deus c'hoant, pandeogwir, evel ma lâr, he film-hi eo, a-benn ar fin. Pa ne vehe ket 'med aferioù ar film e tahe da benn aesoc'h sur a-walc'h, rag ur vaouez ampart eo. Mez tro-dro dezhi e ya ar bed a-dreuz en he buhez personel. Ema é c'huitaad he gwaz, ne labour ket mat he grennardez a verc'h er skolaj, hag ouzhpenn-se ema he mamm war he zalaroù. Ag an daou istoer kontet, an heni en deus plijet ar muian din, da gentañ rac'h, zo bet ar pezh a welemp a dournaj film Margherita. Traoù groz sur a-walc'h d'ar re n'o deus ket biskoazh sellet douzh ur sort labour. Nawazh n'eus netra diwirhañval aze. Kas ur film da benn ne vez ket aez ataw, rag tud karakteruz a gaver meur a-wezh war ar leurenn. Ha n'eo ket an aktored hebkén. An deknisianed ive a c'hell boud ur freñ, hag ar sevener ouzhpenn pa c'houlenn gant e aktored traoù n'hellont ket kompren. Margherita a c'houlenn gant he re c'hoari o roll mez pas hebkén. Red eo dezhe diskoueziñ emaint é c'hoari ive, hanter dudennoù, hanter tud ordinel en ur roll bet roet dezhe. Skenennoù kabidan zo, hag a ya beteg an drama teatr. Sevel ar film ha filmañ ar filmañ, setu daou dra interesuz savet er memez tro. Dibar eo John Turturro aze evid c'hoari an dall e-kreiz skipailh ar filmañ. Nawazh n'eo ket ar filmañ-se pal ar film : n'eo ket 'med ar steuñvenn teiset gant Nanni Moretti evid deval, ha deval don, e ene an dud. Ha n'eo ket faos an titl : Mia Madre, "Ma mamm". Aze ema an dalc'h, e gwirionez. Rag ema mamm Margherita en ospital, klañv he c'halon, ha diremed. Ur gelennerez latin e oa bet he buhez pad, karet braz gant he studierion. Mez setu achu ganti tennañ war he fellenn, setu daet an termen dezhi da dreuziñ an nor heb distro. Tre beteg ar momant-se e c'hell Margherita bevañ evel pa ne vehe ket bet ag an dibenn-se. Krediñ a ra e c'hello an traoù padoud c'hoazh. Daoust ma wel he mamm é wannaad a zeiz da zeiz, ataw e laka pelloc'h an termen e vo red dezhi en em zispartïañ anezhi. Setu perag e tiskouez ar film boud tapet gant labour Margherita a zo doned d a benn ag he film-hi, an heni he deus c'hoant d'ober diwar-benn stourm ar labourerion evid gouarn o uzin hag o labour. Setu perag e oan-me chomet stag douzh an embregadenn-se da gentañ, heb kompren mat an drama a oa a-dreñv. Rag hiziw-an-deiz ne faota ket dimp selled eeun douzh an Ankou kén. Ober a raomp hon seizh gwellañ evid kuzhad an traoù, maskañ marw ar re arall gant an diaez ema dimp añdur ar wirionez-se : n'omp ket amañ evid chom, n'eo ket ar bed-mañ hon bro da vad, ha red e vo dimp henn kimiadiñ un deiz, an douar-mañ. Ha setu penaoz ema daet Nanni Moretti da livañ dimp ar c'hompren-se en-dro. Ur moull zo da beb tra, ur moull da beb boud, da beb den. Pa gompren an den an dra-se, en un taol e arrest a fichal hag a redeg da beb lec'h, diskiant ha diemskiant. En un taol e kav en-dro e donkad, ha marse an izlonk a zo e don e galon. Jean-Claude Le Ruyet.20151218b.149D.
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio