àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Penharz, ur c'harter karget a sevenaduriou liesseurt

Penharz, ur c'harter karget a sevenaduriou liesseurt

Dibaoe un dregont vloaz e vez aozet ur gouel bet goañv evit bugale karter Penharz e Kemper. Gant kevredigezh al labourerien hag ar c'hoñversanted a vro Varoko eo aozet, an ATCM ha mil gortozet eo gouel ar vugale bep bloaz. En deroù e oa dalc'het ar gouel-se 'benn lidañ fin ar Ramadan met dre un emglev gant kreizenn sokial Penharz, ti an holl ha kêr Kemper eo deuet da vezañ ur gouel laik. D'an 2 a viz Kerzu tremenet e oa aozet gouel ar vugale, gant un abadenn c'hoariva ha merenn-vihan. Deomp da c'houzout penaos en em vesk ar sevenadurioù er c'harter-se, e hanternoz Kemper. Selaouomp Loic Philippon, prezidant Ti an Holl Penharz. Emañ ouzh mikro Katell Uguen.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio