àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

En arvar emañ skolaj Komanna hag hini Kerichen e Brest

En arvar emañ skolaj Komanna hag hini Kerichen e Brest

E penn kentañ ar sizhun 'oa bodet Kuzul departamant an Deskadurezh Stad 'vit reiñ un ali war dazont daou skolaj 'ba Penn-ar-Bed: Kerichen 'ba Brest ha François-Manac'h 'ba Kommanna. En dañjer 'mañ o div skol bout serret 'blam d'an niver a vugale 'zo re izel. Ur votadeg 'oa bet dilun noz gant izil ar C'huzul mañ: skolajoù Kerichen ha Kommanna 'vefont ket serret 'benn an distro-skol 2016& Selaouomp Fulup Plouzane, eil maer Kommanna. Ouzh mikro Erwan Blanchard. N'eo ket disoc'h an afer neuze. E fin miz Genver 'vo dalc'het votadeg budjed an departamant. D'ar poent se 'vo goaret hiroc'h war an arc'hant 'vo postet 'bar skolajoù ha 'ba peseurt skolajoù& Ha war lerc'h 'no prefed Penn-ar-bed asantiñ 'vo serret skolaj Kommanna.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio