àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

l'hermine

l'hermine

SIN-151204-L'HERMINE.docx L'HERMINE Film sevenet gant : Christian Vincent (2015). Gant : Fabrice Luchini, Sidse Babett Knudsen (1e38). Evel-just, gant un titl a-sort-se, An Erminig, e soñj peb "Breton war zihun" en e vro. Nawazh n'eo ket ag an ermin-se e vo hanw er film-mañ, mez ag ar justis. E gwirionez, estroc'h eged war mantellioù duked Breizh e vez kavet erminiged, treset pe brodet. Hiziw-an-deiz e vez kavet ermined war mantellioù ruz prezidanted ar Lezoù Asizoù. Hag e-kreiz mekanik ar justis er Frañs e splujomp gant oberenn Christian Vincent. E berrgomzoù e c'hellomp lâred ema Michel Racine ur prezidant doujet braz, ur "prezidant daou sifr", abalamour ma vez kondaonet an dud d'ouzhpenn deg vloaz gantañ d'ar liesañ. Fallzimezet gant ur vaouez pinvidikoc'h evitañ, e laka en e labour un tammig ag ar strizhted pe ag ar wervoni a drenk e galon. Setu ma ta dezhañ da weled en-dro ur vedisinourez a oa bet anavet gantañ c'hwec'h vloaz so, pa oa bet kaset d'an ospital : doned a ra ar vaouez-se da voud toued ba juri ur prosez renet gantañ. Peadra da lakaad meur a dra da chañch e buhez hon barner, rag ema ar vaouez-se ar plac'h nemeti marse en doa karet biskoazh. Ur blijadur a vez ataw ganin gweled Fabrice Luchini, rag ur c'homedian ag an dibab eo, gouest d'en em gavoud en e aez (pe en e ziaez !) e meur a zegouezh. Sidse Babett Knudsen, kentañ din d'he gweled, a c'hoari ur jeu bihan, mez efeduz braz, a-gaoz d'he braventez sur a-walc'h, a-gaoz d'he zaol-mouezh estren ive, rag ag an Danmark ema. Estroc'h eged an istoer karantez-se e vern kalz an dregva ive. Da gentañ e vez diskouezet penaoz e ya ensavadur ar Justis war-raog : diskouezet e vez dimp prezidant ar lez hag a beb tu dezhañ an daou harper, an douidi, an avokad jeneral, avokaded an difennerezh, ar grefier, ar barr lec'h ma vez galvet an tamalled pe an testoù. N'eo ket gwall liez e vez diskouezet ken spiz aktored ar skenennoù-se d'an arvesterion. Kenteliuz eo ar film, evel pa vehe evid hon divleupeziñ a-fed justis. Rag piw a zo duac'h da anavoud dre an diabarzh ar bed-se, mar n'eo ket bet galvet d'ur prosez bennag ? Gweled a raomp neuze penaoz e tro ar mekanik, penaoz e vez savet ehanoù da beb an amzer, pe evid abegoù ar prosez e-hunan, pe evid doberoù ar prezidant. Gweled a raomp pesort taolioù strak a zegouezh a dermen da dermen, diouzh moned war raog ar prosez. Gant piw ema ar wirionez ha piw a vo lakaet kabluz ? Penaoz gouied sur ? Ha pesort setañs kennigañ ? Setu just a-walc'h rol an douidi aze. Red eo d'ar juri sikour gant an tri barner evid termeniñ ar wirionez. Heb boud sur biskoazh e vo bet dizoloet e-raog an devarn. N'eo ket rol ar juri an heni skañvañ en istoer. Ar c'hontrel eo marse. C'hwec'h toued zo, choazet dre dennañ d'ar sort neb piw bennag zo war ar roll dilennel. Dre ur lizher kaset gant an tier-kêr e oui an dud emaint bet choazet. Rankoud a ra d'an douidi kuitaad o labour evid un dalc'h hag a bad ur pemzeg deiz bennag. Digollet e vezont un tammig (tost da 90¬ an devezh hiziw). Gelloud a ra d'an douidi boud naket (rac'hwizet), pe gant an avokad jeneral, pe gant an tamalled. Red e vo dezhe roiñ o alïoù war an tomm, goude boud chelaouet douzh ar breutâdennoù, heni an avokad jeneral ha heni an difennerezh. E-pad peb dalc'h e c'hellont tretañ seizh pe eizh prosez. Setu neuze un dornad tud n'en em anavent ket redïet da genlabourad. Red eo dezhe klask kompren ar pezh a zo degouezhet ha lâred o santimant d'ar lez-varn. Diskoueziñ a ra ar film pegen dishañval e c'hell boud tud ar juri, yaouank pe yaouankoc'h, maouezed pa wazed. N'int ket toud Fransizion a-vihan : lod zo daet nevez so. Dre ma tremen an traoù e Sant-Omer, isprefeti departamant ar Pas-de-Calais, e klevomp, komzet gant lod anezhe, galleg nord ar Frañs, plijuz da gleved. Liessorted zo e galleg ive, daoust ma klask hon jakobined karetañ gommañ an diforc'hioù, en aner beteg bremañ, douzh a seblant... Jean-Claude le Ruyet.20151204a.147D.
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio