Dour ha Sterioù Breizh : Sabatuet get komzoù Marc Le Fur.
E-barzh un diviz en tele d'an 30 a viz Du en eus Marc Le Fur, e penn al listenn « Choaz Breizh » evit an dilennadegoù rannvro, embannet e baouezfe gant ar yalc'hadoù evit Dour ha Stêrioù Breizh. Ar sikourioù-se, roet gant ar c'huzul rannvro a servijfe, hervez Marc Le Fur, da « vont 'enep d'al labour-douar ha d'ar gounezvouedel a Vreizh. »
Spontet eo izili « Dour ha Stêrioù Breizh » gant seurt kaozioù, embannet dres d'an deiz ma kroge ar C'HOP 21.
Deomp da c'houzout hiroc'h gant André Kerdranvat, ezel deus « Dour ha Stêrioù Breizh ». Emañ ouzh mikro Katell Uguen.