àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Eil tro Rannvro 2015 : é kabaliñ emañ ar Republikaned.

Eil tro Rannvro 2015 : é kabaliñ emañ ar Republikaned.

Dilennadegoù rannvro. Etre an div dro eo poent kaballiñ c'hoazh. Graet zo berzh e Breizh gant al listennad PS, kaset gant Jean Yves An Drian. En eil tro 'vo dishañval ar c'hoari, sur deoc'h, 3 listennad 'ni 'vo war ar renk, pa oa 11 anezhe en dro gentañ. Ha Breizh al lec'h nemetañ ma 'neus nac'het ar PS en em glevet gant strolladoù all evit an eil tro, evel zo bet graet e lec'h all, gant EELV ha Front de Gauche. Dre se ha diwar abegoù all e rankfe bezañ un toullad mat a dud o tremen hep mont da votiñ 'benn disul, dre ziouer a youl. Diaesoc'h eo d'ar strollad « ar republikaned », a-zehoù, evit na soñje gante. Nebeutoc'h a vouezhioù 'oa bet rastellet disul gant al listennad kaset gant Marc Ar Fur, evit na oa gortozet, gant 23,46% deus ar mouezhioù, war-lerc'h JY An Drian, gant 34,92%. Gant se zo labour evit ar gaballerien evit ar sizhun. Ur skipailhad anezhe 'oa war ar marc'had e Lannuon evit ar beure, Herve Guelou, kuzulier rannvro ar republikaned en o zouez. Selaouomp e soñj. Gant Tudual Karluer.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio