Ar simbol : danvez enklask nevez Rozenn Milin
Emañ Rozenn Milin o paouez embann ul levr « Questions d'identit; e anv 'lec'h ma kaver atersadennoù bretoned bet savet dezho ar goulenn « Perak en em laret breton er XXI kantved? »
Plac'h ar mediaoù eo ivez Rozenn Milin ha stourmerez eo evit derc'hel al liesseurted sevenadurel hag ar yezhoù.
Dre ar program Sorosoro he deus savet hag a gustum kas tud da filmañ ar yezhoù bihan en arvar dre ar bed he deus dizoloet e oa e lec'hioù 'zo en Afrika da skouer, ar memes istor eget ar pezh a zo bet e Breizh gant ar « simbol ».
Pa veze paket ar vugale o komz o yezh er skol e veze lakaet un dra divalav en dro d'o c'houzoug, hag an hini ziwezhañ o vezañ tapet e fin an devezh a oa kastizhet.
Deuet eo neuze da soñj Rozenn Milin klask gouzout hiroc'h ha lakaat gouzout ez eus bet deus ar « simbol » dre ar bed a-bezh. Un doktorelezh a zo war ar stern. Selaouomp hiroc'h ganti ouzh mikro Katell Uguen.
Hag e-benn kas he enlaskoù pelloc'h emañ Rozenn Milin o klask filmañ hag atersiñ bretoned hag o deus bet ranket dougen ar simbol amañ e Breizh. Goulenn a ra neuze d'an dud laouen da gas titouroù dezhi mont e darempred ganti.