àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

the lobster

the lobster

SIN-151211-THE LOBSTER.docx THE LOBSTER Ur film sevenet gant : Yorgos Lanthimos (2015). Gant : Léa Seydoux, Colin Farrell, Jessica Barden (1e58). Mechal petra ema daet Léa Seydoux d'ober er film-mañ ? Nawazh ema bet kavet dreist ha fiskal braz gant tud arall : a-du an oll journalioù evid kavoud hennañ "gwellañ film Yorgos Lanthinos", ur film "droch ha divoutin", "kriz ha fromuz", ennañ "ferwder joaiuz" ha "mousfent du hag absurd". Lod a wel ennañ ur "fablenn strafuilhuz", ur bed "gwidreüz ha nec'hañsuz", lod a chom merket gant e "zrolded diremed". Din da gompren an traoù, n'em eus ket bet tamm plijadur ebed dirag ar skramm ar wezh-mañ. Goude deg munut e oan douzh en em c'houlenn da venn e oa kaset an arvesterion gant an istoer-se... ha ne ouian ket c'hoazh, daoust din boud chomet beteg ar fin é c'hortoz un dra bennag splann memestra. Iver a-walc'h eo : arabad gortoz un dra bennag ag an absurdiezh ! En ur bed parallell omp. E-tal ur gêr vraz lec'h ma seblant peb unan bevañ evel ma raomp bemdez, eh eus un ostell e-kreiz ar c'hoadoù evid soagnañ an dud p'en em gavont o-hunan. War am eus komprenet e vez marc'hadmatoc'h evid ar gevredigezh, surroc'h ha m'oar-me c'hoazh bevañ a-goubladoù e-lec'h chomel a-hunan. Setu perag e vez "kenniget" manu-militari d'ar re dizimezet, d'an intañvezed, d'ar baotred ha d'ar maouezed yaouank-kozh ober ur staj en ostell-se lec'h ma vo desket dezhe en-dro penaoz kavoud o far. Hebdale e kompren an den n'eo ket an ostell-se lec'h ar plijadurioù dirollet. Ar renerez n'he deus ket fas koant tamm ebed. Pedagogiezh an ti zo ag ar re simplañ, ag ar re sotañ, ag ar re nullañ koulz lâred, hag ar pezh a zo kuriuz, den ebed ne sav eneb. Ur miz hanter a vez roet d'an dud da zoned da benn a gavoud ur galant. Tremenet ar miz hanter-se e vez troet Mari pe Yann d'ur loen bennag, an heni a blij ar muiañ dezhi pe dezhañ. Douzh a seblant e klask an dud boud chas kentoc'h. Gouron ar film a garehe boud ur legestr. Rezonoù siriuz en deus evid-se : bevañ a ra ar legistri ouzhpenn kant vloaz ha chomel a raont yac'h a-fed seks beteg an achuamant. En ostell n'eus ket droed da c'hoari koukou gant ar merc'hed mez plac'h ar gampr a za da c'hourdonañ ar wazed evid ma vint prest kenkaz e anavehent o c'harantez nevez (arabad koll dorn memestra). Ur sport a rank peb stajiad ober dre red. Da beb an amzer e rankont oll moned er c'hoadoù stank a zo tro-dro d'an ostell evid jiboesa. Pesort jiber ? Tud arall, achapet ag an ti, graet anezhe "ar re en o-hunan". Daw eo d'ar re "glañv" lazhañ ar muiañ ma c'hellont. Seul den lazhet a ro dezhe un devezh ouzhpenn er staj. Mez klask a ra an dud achapet talañ douzh ar bed droch-se. Siwazh, ken sod ha dibouell eo ar vuhez gete, ken tàer ar reolennoù etreze (karantez difennet ive). Mad, me 'm eus ar santimant da voud kollet diw euriad hag esañs, mez marse ho po c'hwi muioc'h a chañs... A-hend-arall em boa lâret deoc'h e oa bet lañset ur sine-kleub en Alrae, da ziwezhañ lun ar miz. Gant an eil abadenn hon eus gwelet Lodenn an Aeled, ur film Ken Loach sevenet tri bloaz so ha bet lakaet e brezhoneg gant Dizale. Ouzhpenn hanter c'hant a dud a oa er sal, daou ha daou-ugent anezhe chomet d'an debat goude ar film. Gant tud Dizale, daet esprez-kàer a Blouharnel lec'h m'ema o studio, hon eus komzet a labour an advouezhiañ. Gant film Ken Loach e tremenomp ag ar feulster sotañ, a-gaoz d'an alkool ha d'an drogach, d'ar plijadurioù uhellañ, daoust m'ema gant an alkool ataw. Mez etre an daou dra eh eus ur bed : heni ar fent ha heni ar skiant tapet gant labour, gant ijin ha dre chañs ive. Istoer ur hailhevod a Glasgow hag a za da voud fritanaw ur marc'hadour whiskïoù ag ar re c'hwekañ ha kérrañ ar bed. Pa ne vez ket mui klevet kalz hon yezh en endro, setu ur feson, gant an teatr, an tele, ar radio, d'he c'hleved ur sort. Mez labour zo d'ober c'hoazh evid ma vo aez da gompren peb tra er brezhoneg kenniget dimp. Pesort brezhoneg a faota dimp evid an oll, àrc'hoazh ? Jean-Claude Le Ruyet.20151211b.148D.
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio