Dilennadegou : petra vo graet da-genver politikerezh yezh ?
An Oaled, KLT, Mervent ha Sked a labour e Penn ar Bed war dachenn ar c'helenn brezhoneg evit ar re vihan hag ar re vras. Da-geñver an dilennadegoù rannvro a vo dalc'het adalek disul o deus estaolet o c'hoantoù d'an dud war ar renk, da-geñver politikerezh yezh.
« Ha prest oc'h da votiñ ur c'hresk budjed a 10 milion a euroioù evit ar brezhoneg ? », ya a respont ar bras eus an dud war ar renk. René Louail ha Christian Troadeg a ginnig zoken doubliñ ar budjed.
Selaouomp hiroc'h gant Pascale Berthou, renerez Sked e Brest hag Hervé Rivoallon, prezidant KLT, Kerne, Leon, Treger e Montroulez.