Rannvro 2015 : Plas d'ar merc'hed get Ya Breizh.
N'eo ket niverus ar merc'hed a zo e penn al listennadoù evit an dilennadegoù rannvro. War listenn Penn ar Bed « Ya Breizh ! » ez eus kalzig a vaouezed. Pe 'vefent skolaerezed, labourerezed-douar, e penn un embregerezh pe c'hoazh gwiraourezed, holl e fell dezho kaout ur plas er vuhez politikel. Deomp da glevet o c'hoantoù evit an dilennadegoù e rannvro Breizh. Klevet 'vo Gaelle L'Amoulen, Naig Gars ha Yannick Menguy, war ar renk evit « Ya Breizh ! ». Emaint ouzh mikro Katell Uguen.