àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

le fils de Saul

le fils de Saul

SIN-151120-LE FILS DE SAUL.docx LE FILS DE SAUL Ur film sevenet gant : László Nemes (2015). Gant : Géza Röhrig, Levenete Molnár (1e47). Ha gelloud a raomp lâred : "Anavoud a ran Auschwitz, gwelet em eus ar film." ? Setu ar pezh a c'houlenn "Les Cahiers du Cinéma". Evel-just n'eo ket azezet en ur gadoer flour e-pad un euriad hanter, daoust d'ar skeudennoù skrijuz, e c'hellomp anavoud ar pezh a oa kamproù ar marw savet gant an Nazïed. Nawazh ema film László Nemes ur bennoberenn, ur film a rank peb unan gweled, ur film bet tapet gantañ Priz Braz festival Cannes ar bloaz-mañ. Penaoz diskoueziñ ar pezh a zo dibosubl da ziskoueziñ, ar pezh a zo dilavaraduz ? Penaoz kas an arvesterion e-kreiz an euzh terruplañ, e-kreiz an ifern war an douar ? Rag en ifern e oa bet kaset an dud-se : evid sevel ifernioù eh eus spesialisted war an douar, n'eus ket dober a c'hortoz ar bed arall evid henn anavoud. Evid doned da benn ag e c'hoant en deus choazet ar sevener hon lakaad da heulïañ ar pezh a wel Saul Ausländer, ur C'hapo ag ar Sonderkommando. E oa an dud-se Judevion lakaet gant an Nazïed da roiñ dorn dezhe da lazhañ Judevion arall, o breuder, hag a arrue er c'hamp a dreniadennoù pe a gamionadoù soulgarget bemdez, beteg an heug. Ha diouzhtu dindan an douch "e-raog merenn ha kafe", ar pezh a veze lâret dezhe evid o lakaad da chomel fur kent ar marw trumm ha digomprenaduz. Tud ar Sonderkommandoioù e veze graet anezhe "an Dougerion Sekredoù", a-gaoz ma ouient re a draoù. Setu perag e vezent lazhet goude un nebeud miziadoù ag o micher louz, kenkaz e vehent bet begoù toull. Jestoù mekanik, nebeud a gomzoù gant tud ar Sonderkommando. Ha kasoni gante liez, etreze, pe e-keñver tud ar Sonderkommandoioù arall. Ema ar c'hamera, ogozig hed-ha-hed ar film, tost-tre douzh penn Saul, evel pa glaskehe ar filmour hon lakaad da weled ar pezh a wele an den-se. Hag ar pezh a wele zo en dregva, displann, mez aez da zivinoud ema an dud-se en ifern, ya, ar re hag a zo a-dreñv kein Saul pe dirag e zaoulagad. Ar pezh a zo terrubl, gwazh eged ar skeudennoù displann-se, zo an urzhioù spiz. Lâred a raer ema an alamaneg ur yezh rust : gouied a ran pegen dous e c'hell boud. N'eo ket an alamaneg a zo rust. An urzhioù diveget a-bouez-penn gant loened-tud, ya, an urzhioù-se, kalz ne vern e pesort yezh e vehent bet taolet, ataw e vehent bet rust, ataw e vint rust. Arbeit ! Arbeit ! Schnell ! Los ! Los ! Ur reolenn eo, en oll armeioù, da sotaad an dud (ar soudarded da gentañ !) gant sort huchoù kreñv. En degouezhioù-se ne vez ket laosket an disterrañ ehanig gant an den. Arabad dezhañ kaoud amzer da dapiñ nerzh en-dro, ha da soñjal, ya, da soñjal. Rag aze ema an dañjer brasañ evid ar jahinerion : klask a raont troiñ o frizonidi da chatal, rag gant ar chatal e raont ar pezh a garont, o c'has hag o degas, o lazhañ evel kelion pe deñved. Gant an denion e vez diaesoc'h, daoust d'an darn vuiañ sentiñ, siwazh. Mez ataw e vo kavet un dornad tud chomet enne flammenn ar frankiz hag an dînded. Ar re-se a c'hell plegañ ur prantad, mez ne vennont ket torriñ. Mar plegont ema evid treuziñ dor ar frankiz en-dro, àrc'hoazh, un deiz bennag. Saul Ausländer, Kapo ag ar Sonderkommando, zo daet da voud ur zombi. Ober a ra ar pezh a vez huchet dezhañ. Stlejañ a ra n'eo ket ar c'horfoù marw mez ar "pezhioù", evel ma veze graet anezhe e langaj "prop" ar c'hamp ; skarzhañ a ra fichedoù ha sakodoù an dilhad laosket gant ar re varw evid serriñ an traoù talvoudeg enne, aour, argant, moneiz, heb ankouaad lakaad un draig a-gostez evid an doberoù personel. Beteg an deiz ma kred Saul anavoud e vab e-mesk ar re tonket da voud losket. An dra-se, en un taol, a laka an den a oa bet gwezharall da zihuniñ en-dro. Red eo dezhañ interiñ a-feson e baotr, hag evid-se, kavoud ur rabbin e-mesk ar Gapôed pe, zokén, e-mesk ar brizonidi. N'eus ket netra kén bremañ nemed an dra-se d'ober, setu aze e bal pennañ, hag evid-se e lakay e oll nerzh, e oll skiant hag e oll ijin en afer. Degas a ra ar film-se soñj din a frazenn Bertold Brecht en e bezh-c'hoari "La Résistible Ascension d'Arturo Ui": " « Le ventre est encore fécond, d'où a surgi la bête immonde"/"Frouezhuz eo c'hoazh ar c'hof en deus ganet ar loen heuguz:" N'eo ket sinema hebkén a zo en oberenn-se. Jean-Claude Le Ruyet.20151120b.145D.
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio