Pondi : Monet enep ar faskouriezh.
Setu pal an emvod oa aozet disadorn e Pondi da glask kompren petra oa c'hoarvezet d'ar sadorn 14 ag ar miz-mañ pa oa bet manifestet get ar strollad Adsav er c'hreiz-kêr en ur feson feulz. Goulennoù a oa c'hoazh ba pennoù an dud, a zo chomet spontet dirak kement a gasoni hag a feulzter. Ouzhpenn kant a dud doa en em gavet disadorn neuze. Klevet eo bet meur a zen é laret penaos o doa bevet ar vanifesterezh, lod anezhe oa bet taget mem. Goude an eskemmoù o deus en em glevet an dud evit sevel ur c'holektif get ur lodenn a heulio ar pezh a denn doc'h ar justis get ar c'hlemmoù, un eil evit chom àr ewezh hag an deirvet a ray àr-dro aozadur un darvoud evit ar c'henskoazell etre ar pobloù hag a vo 'venn an 19 a viz an Awent e Pondi. Selaouamp doc'h Olier oa disadorn e Pondi.