àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Preniñ boued mad ha graet er vro.

Preniñ boued mad ha graet er vro.

Setu unan a balioù an Amapoù, ar c'hrevredigezhoù a glask derc'hel ur vuhez peizant er vro. Muioc'h-mui anezhe 'zo hiziv an deiz, ar re getañ oa bet savet er bleadoù 2000 e Frañs. Kani Pondi zo bet krouet e 2005, an eil ba Breizh àr-lec'h kani Naned. Get an amap e vez graet kontradoù-eeun etre ar broduerion hag ar pratikoù. Setu ma n'um gaveont bep sihun evit kemer paneroù get produioù bio a-bep seurt. Legumaj sur-walc'h mes iwez uioù, fourmaj-gavr, mel ha chouchen, bara, traoù graet get laezh, pe kig. Marilyne Pollet a oa e-mesk ar re deus savet amap Pondi, lâret a ra deomp hiroc'h, doh mikro Yaëlle ar Mouel. http://www.amap56.org/

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio