Rekour 'zo graet gant Douar-Didoull
E meur a blas e Breizh, zo goûlet aotre gant ar stal variscan mines da doullañ war glask metaloù ral, evel Tungsten, Aour, kouevr, ha danvezioù war-dro. Dañjerioù zo diwar se, sur deoc'h, dañjer evit an dour hag an en-dro dre vras, ha dre se evit ar yec'hed. Dañjer evit an ekonomiezh er vro ivez, deus tu al labour-douar pe an douristelezh da skouer. E bro Dreger, war-dro d'an dachenn anvet PERM Lokenvel 'oa bet sinet an aotre da stagañ gant an enklaskoù d'ar 14 a viz Gwengolo gant Emmanuel Macron, ministr an ekonomiezh. Daou vizvezh 'oa war-lerc'h evit sevel rekour pe rekour a-enep d'an aotre dirak lez-varn velestradurel Pariz. Graet eo; gant ar stroll Douar Didoull, ar pezh a oa displeget digwener gant an alvokad e karg deus an doser. Goulven Ar Gag zo perzh e Douar Didoull, pelloc'h gantañ. Gant Tudual Karluer.