àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

11vet kendalc'h an SNRL, sindikad ar radioioù dieub a vo dalc'het e Roazhon 'benn warc'hoazh ha digwener

11vet kendalc'h an SNRL, sindikad ar radioioù dieub a vo dalc'het e Roazhon 'benn warc'hoazh ha digwener

Warc'hoazh ha digwener e Roazhon e vo dalc'het 11vet kendalc'h an SNRL, sindikad ar radioioù dieub. « Dre vras ez a mat an traoù gant ar radioioù kevredigezhel » eme Emmanuel Boutterin, prezidant an SNRL. Hogen, n'eo ket laouen ar sindikad gant ar raktres lezenn war an arc'hant, kinniget gant ar vinitrez Fleur Pellerin, pa vez digresket ar souten d'ar radioioù padal emañ budjed ar sevenadur o kreskiñ. Pedet eo kendalc'h an SNRL e Roazhon gant ar C'horlab, kenurzhierezh ar radioioù lec'hel ha kevredigezhel a Vreizh. Meur a zem a vo lakaet ar gaoz warno e-doug ar c'hendalc'h, 'vel « penaos ren ur radio lec'hel ». Un 50 bennak a dud a gemero perzh en divizoù, en o zouez, Stefan Moal, kelenner e skol-veur Roazhon 2 hag arbennigour war ar mediaoù. Selaouomp anezhañ diouzhtu.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio