Gwalldaolioù e Pariz: labour displegañ ar skolaerien
N'eo ket bet aes d'ar skolaerien na d'ar gelennerien adstagañ gant o vicher dec'h vintin pa 'oa dav displegiñ d'ar re yaouankañ petra 'zo c'hoarvezet e Pariz digwener da noz. Deomp da gaout sell ur skolaerez a embann deomp penaos n'eo ket ken aes-ha-se displegiñ ar penaos hag ar perak da vugale a zo etre 7 ha 9 bloaz. Solenn Georgeault, skolaerez e Douarnenez, a zo ouzh mikro Katell Uguen.