Gwalldaolioù e Pariz : penaos komz get ar vugale?
N'eo ket bet aes d'ar skolaerien na d'ar gelennerien adstagañ get o micher ar mintin-mañ pa 'oa dav displegiñ d'ar re yaouankañ petra 'zo c'hoarvezet e Pariz digwener da noz. Erwan Ar Berr, kelenner war an istoer e skolaj Diwan Kemper 'n eus embannet da Gatell Uguen e oa bet doujet brav d'ar vunutenn didrouz hiziv da greizteiz er skolaj, ha goulennoù dedennus a zo bet get lod skolidi e-korv ar mintinvezh. Penaos komz ag ar gwalldaolioù get ar skolidi ? Un nebeud displegadennoù get Katell Uguen.