Ur studiadenn a-ziàr an emglevioù bro.
Setu danvez ur c'henlabour a zo kaset da benn get ur strollad studierion e eil blez Master Sevenadur ha Glag a skol-veur an UBS en Oriant hag ar gevredigezh Bod Kelenn. Petra eo un emglev-bro, pet a zo e Breizh, penaos eh aont en-dro? D'an holl goulennoù-mañ e vo ret d'ar studiadenn reskont. Ar labour-mañ a servijo da Vod Kelenn goude evit diorenn obererezhoù ar gevredigezh àr dachenn bro ar Roue Morvan ha donet da vout ur gwir Ti ar Vro. Tiphaine Siret, kenurzhierez e Bod Kelenn a zispleg deomp pelloc'h.