àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier 5:30 noz

Keleier 5:30 noz

@@@Un dro Vreizh get deputeed european ar peskerezh@@@ Diàr pedadenn Alain Cadec, depute european a Sant Brieg hag eil prezidant ar gomision peskerezh er parlamant european emañ daet kañseurted labour dezhoñ : Guido Milana, a vro Itali, ha Rares-Lucian Niculescu a Roumania. A-c'houde dimeurzh e reont tro ar vro evit displeg d'an dud a vecher petra reont evit diwhenn o sell a-zivout ar peskerezh en Europ ha pa vo adkempennet ar PCP, politikerezh kumun ar peskerezh hag ar mod d'e arc'hantiñ. Ar mitin-mañ e oant en Oriant. Andre Berr, prezidant komite peskerezh Breizh a oa gete. Hiroc'h e tispleg deomp doh mikro Yaëlle ar Mouel. Selaouit ar pennad-kaoz @@@Nebeutoc'h a vont-dont gant ar c'harr-nij 'vo 'vit mont da Enez Eusa@@@ Betegen 'oa mont-dont div wech bemdez etre an enezenn ha Gwipavaz. Met 'benn miz Ebrel 'vo echu gant ar veaj 'zo da sadorn goude merennn ha ne 'vo mont-dont ebet ken d'ar sul. 'Pad an hañv 'vo paouez gant ar c'harr-nij 'pad pemp sizhunvezh ivez. Evel just n'emañ ket annezidi an enezenn a-du gant an diviz mañ. 'Vito eo mont war gil eus tregont vloaz. Selaouomp ///Malou Martin/// 'zo o chom war an enezenn hag ezelez eus ar c'homite difenn. Gant ///Erwan Blanchard./// Selaouit ar pennad-kaoz

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio