Devezh ar vugale oa hudu e Mendon
'Vel bep bloaz e vez pedet bugale skolioù an hentadoù brezhoneg e bro an Alre. Ur sonadeg a oa ar mitin-mañ gant Jeal-Luc Roudaut hag e sonerion ha d'enderv e oa c'hoarioù. 720 bugel a oa bodet er Sal Emeraude e Mendon. Kensavet eo an devezh-mañ gant Kerlenn Sten Kidna asambles gant Ti Douar Alre. Selaouomp da gentañ Joel Baron, eil prezidant Ti Douar Alre, e karg eus ar brezhoneg, ha Pascale a zo skolaerez e skol Sant Guigner a Bleuigner. Ur reportaj gant Yaelle ar Mouel.