àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Kemper : Un 3vet skol Diwan en Erge Vihan.

Kemper : Un 3vet skol Diwan en Erge Vihan.

Ur c'hresk a 6% a zo get ar rouedad Diwan doc'h ma sell ar bloaz-mañ hag ur bochad raktresoù a zo àr ar stern evit digoriñ skolioù nevez. En o mesk emañ un trede lec'h e Kemper, e karter an Erge Vihan. Div skol a zo e Kemper dija evit ar c'hentañ derez, unan e Kerfeunteun get 130 skoliad hag an eil e Penharz, 93 bugel enni. Dre m'eo leun-mat an daou lec'h dija e ta anat da zDiwan digeriñ ur skol nevez en tu doc'h ar gevred a Gemper. Ur c'huzul skoazell a zo nevez savet, selaouomp Yann Gwilhamot ar prezidant, ha Per Meñs-Pegailh, an teñzorer. Emaint douzh mikro Katell Uguen.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio