àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Leuniet e vo lenn Gwerledan en-dro!

Leuniet e vo lenn Gwerledan en-dro!

'Benn fin ar sihun e vo ar bizitadennoù diwezhañ aozet get tier touristed Pondi ha Rostren. Berzh en deus graet goullonderezh ar lenn ha pa oa bet ouzhpenn ur milion hanter a dud é welet an draonienn. Bemdez eo bet troioù-bale evit gouiet pelloc'h diàr-benn istoer ar lec'h-se get ar meingleuzioù, ar ganol, ar bardell d'ober tredan, pe koadeier Kenekan. Un tregont vizitadenn bennak a zo bet graet e brezhoneg iwez a-hed an hanv. Hag an hani ziwezhañ a vo 'benn disadorn da 3e30 e Tregonanton. Kaset e vo get Jil Bourloud, ambrouger e ti touristed Kreiz Breizh. Emañ doc'h mikro Yaelle ar Mouel.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio