àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Manif e Gwengamp a-enep an aotre da sevel meingleuzioù

Manif e Gwengamp a-enep an aotre da sevel meingleuzioù

Abaoe un toullad mizioù 'vez klevet stank komz deus danvez mengleuzioù e Breizh. Gant ar stal variscan mines eo douget ar raktresoù pennañ da doullañ an douar war glask tungsten, aour, kouevr, pe danvezioù kenstag. Disadorn 'oa manifestet 'enep d'ar mengleuzioù e Gwengamp diwar galv ar gevredigezh Douar Didoull, savet da gelaouiñ an dud diwar-dro, paket gant an diouer a geloio deus perzh ar galloud. Ouzhpenn kelaouiñ eo savet da stourm 'enep d'ar mengleuzioù. Un tamm kammed war-raok zo gant manifestadeg disadorn. Muioc'h a dud zo bet bodet, tud a-bep tu. Nerzh ha youl a vez santet, krog eo ar stourm er vro. Roet zo aotre da doullañ an douar d'ober enklaskoù e Bro Dreger 'ta, met e lec'hioù zo keloù ivez, 'kostez Loudieg en Adoù An Arvor, pe war-dro da Silieg er Morbihan evit ar re dostañ. Selaouomp ali meur a vanifesterez pe vanifester, dirak an izprefeti e Gwengamp disadorn beure. Gant Tudual Karluer.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio