Dibenn-sihun Samain e Mahalon.
Evit lidañ gouel Samain e oa aozet evit ar wech-kentañ un dibenn-sizhun e brezhoneg evit ar familhoù. E Mahalon e oa bodet un nebeud tud neuze e-pad an dibenn-sizhun, o rannañ atalieroù, abadennoù, pourmenadennoù ha plijadur dreist-holl. Bod ha boued a oa aozet gant Ti ar Vro Kemper asambles gant KEAV, Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerien.
Sophie Pochet a oa deuet da Vahalon da gas an dibenn-sizhun gant he bugale. Selaouomp anezhi ouzh mikro Katell Uguen.