àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Belles familles

Belles familles

SIN-151030-BELLES FAMILLES.docx BELLES FAMILLES Ur film sevenet gant : Jean-Paul Rappeneau (2015). Gant : Mathieu Amalric, Marine Vacth, Gilles Lellouche, Karin Viard, Gemma Chan (1e53). Soñjit 'ta : war an douar, war hon planedenn pe, kenkoulz lâred, war ar lestr mah omp warnañ, eh eus ur vro enni ur bempvedenn ag an denelezh : Bro-Sina. Drol eo, pa soñjer mat, ne za ket muioc'h ar vro-se, da lâred eo tud ar vro-se, maezadoù ar vro-se, he sevenadur ha m'oar-me c'hoazh, da aloubiñ hon skrammoù muioc'h eged ma ra. N'eo ket ar wezh kentañ e tiskouez ar Chin beg he fri er sinema. Le dernier empereur (1987), Epouses et concubines (1991), Adieu ma concubine (1993), In the mood for love (2000), Le promeneur d'oiseau (2013), Black koal (2014) hag ur bochad arall o deus roet dimp un alberzh ag ar vro-se. Mez netra da weled gant ar filmoù a za a dramor, ag an Amerik, a Hollywood, ken stank m'emaint. Nawazh n'eo ket ar film-mañ ur film a-zivoud ar Chin, tamm ebed. Mez ema ar Chin e-barzh, en ur mod modern-tre : moned a ra yaouankizoù hardishañ hon broioù du-hont rag du-hont ema ar Far-West nevez, ar Far-East kentoc'h, ar Reter Pell. Hag evel-just e c'hell ar garantez diwaniñ du-hont ive, rag n'eo ket dichalm an dud eno. Amañ da skwer e c'hell an den boud trejeboulet gant selloù boulouz Gemma Chan. Trawalc'h evid lakaad ne vern piw d'ober ar veaj beteg Shanghai, kousto pe gousto, evid tostaad douzh ar fullenn-se. Ma, setu-me waet war un hent n'eus ket kalz a dra da weled gant ar film marse, ha nawazh e welan an traoù evel-se. Na boud n'eo ket kentañ bezañs ar Chin er film, ema en dregleur, ha da'm soñj n'eo ket prest da arrest. A-hend-arall, petra a ya d'ober danvez ar film ? Belles familles ? Da gentañ, penaoz kompren an dro-lavar : familhoù braw, kavelloù an denion, gant o momantoù kàer ha divalaw, priziuz ha pistriuz ? Pe familhoù-kàer, re ar mammegoù ha tadegoù, gant o ferzhioù kàer hag o sïoù hegasuz ? An daou dra, kredabl. N'eo ket gant tud paour e tegouezh an istoer. Kentoc'h e ti bourc'hizion omp, medisinourion ar gerent, tud a renk uhel a-walc'h, hag evel ma vez lâret, ar ouenn a denn, diwar laou ne za ket c'hwenn, ha n'eo ket ar vugale é klask labour gant Pôle Emploi : postoù braw o deus. Unan anezhe e Bro-Sina, kenwerzh, ne ouiomp ket kàer diwar-benn petra. Un afer a hêrezh eo. Un pikol ti, ur menier kastell, daet re vraz goude marw trumm an tad. Ha leun a dud é klask lakaad skrap warnañ : ar maer, ar promotor, ar vaouez, ar vestrez, ar vugale. Ha tud dizonest, evel ataw, traoù normal, kwa, er bed a-vremañ, pe er bed, evel ataw. Notered vrein, breuder kamm o speredoù, làeron, ha tud "divlam", estonet braz pa'n em gavont er gorventenn-familh-se. Choazet mat eo bet an aktored. Mathieu Amalric, a gavan hegas seul gwezh, gant e feson da voud en ur bed arall ataw, gant e zaoulagad bouleg ha dispourbellet, e gomzoù diasur, mez un den ken tost douzh re ar vuhez pemdez a-hend-arall. Marine Vacth, kran he daoulagad, n'he deus ket aon a selled a-bik e re he c'hevezerez. Etre hi hag ar Sinadez, ur stourm kazi-sevenadurel evid lakaad skrap war ar memez gwaz. Diskoueziñ a ra ar film ar reuz hag an dizalbad a c'hell an hêrezh ober er familhoù, pa za toud ar pezh a oa bet tolpet e-pad ar bugaleaj war-wel en-dro. Pa grog an dud gant o buhezioù, goude o amzer krennard, pa zaont da voud brazarded gant o micherioù ha rac'h, eh ankouaont ar pezh a oa chomet displann pa vevent e-kreiz o familhoù c'hoazh, etre o zadoù hag o mammoù. Mez goude marw ar gerent e sav ar c'hwervoni-se en-dro, liez a-walc'h. Gouied a ra an notered an dra-se, pa'n em gavont dirag familhoù dispennet, kâsoni dàer etre breuder ha c'hoarezed. Rag breuder ha c'hoarezed a stourm etreze evid tapoud evezh ha karantez o zud evite hebkén. Ha padoud a ra ar stourm-se beteg o oad-gour, rag "ne anav ket an diemskiant (an diemouez) an amzer", a lâre Freud. Un afer a vez gwelet e peb korn ar bed... Jean-Claude Le Ruyet.20151030b.142D.
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio