àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ur blez eo Ruskenn Skol Diwan Pondi.

Ur blez eo Ruskenn Skol Diwan Pondi.

Ur blez eo Ruskenn Skol Diwan Pondi. 'benn digwener e vo lidet an darvoud en ur zegemer an dud er skol. Bep gwener e vez ingalet ar produioù a zo bet koumanantet dre internet get an izili d'ar meurzh e-raok. Moaien zo preniñ kig-bevin, kig-moc'h, produioù laezh, legumaj, uioù, krampouezh, tizan pe pesk& Diàr ar gwerzhoù-mañ e ya 8 dregant d'ar rouedad broadel "La ruche qui dit oui", perc'henn àr ar lec'hienn internet hag e c'hounia ar ruchenn lec'hel 8 dregant, ar peurrest a chom get ar broduerion. Graomp un tamm bilañs goude ur blez get Sophie Hallot, mamm bugale ha perzh e kevredigezh kerent skol Diwan Pondi. Doc'h mikro Yaelle ar Mouel. Emgav neuze 'benn digwener etre 6e ha 7e30 da noz e skol Diwan Pondi.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio