àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Pont-ar-Veuzenn: manifestadegoù evit rentañ enor da Remi Fraisse

Pont-ar-Veuzenn: manifestadegoù evit rentañ enor da Remi Fraisse

Dec'h 'oa bloaz 'oa marvet Rémi Fraisse 'keit manifestadegoù 'enep dan danvez stankell e Sivens. E Breizh 'oa bet divizet degas da soñj deus an degouezh en ur vanifestiñ war-dro dan uzin NobelSport e Pont Ar Veuzenn, 'tal kichen Kastellin. Eno 'vez graet greunadennoù lakrimo, pe daeraouiñ, ha pourvezioù tennoù all. Pelloch evit ul lid 'oa savet an dud 'enep dan armoù a vez gant ar bolised, hag ar feulster digante dre vras. 'Pad ar Week-end 'oa bet staliet ur champ 'maez kêr, hag aozet meur a vodadeg. Digwener 'oa bet staget ganti. Tost da 400 a dud 'oa bodet 'tal an ti-gar 'raok mont da vale da-gaout an uzin poultr. Stourmerien an tu-kleiz pellañ, stourmerien evit ar peoch, tud o tont deus Kernitron al Lan. Ha sioul ar gerzhadeg. Ur chilometrad pelloch evit ar bourk 'oa bet trochet an hent dezhe gant CRSed 'vat, 'kreiz ur pont. War stennaat 'oa aet buan, skoet mein war ar bolised, ha kaset greunadennoù lakrimo war ar vanifesterien. Tudual Karluer 'oa eno; ne fell ket dan dud war blas embann o anvioù, goûlet zo ganeomp ober « Camille » deus ar paotr yaouank bet aterset.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio