Kroget eo an dastum safran.
Diwar ar bleunioù crocus e vez dastumet spisoù safran a zeu da vezañ anvet « aour ruz » dre m'eo unan deus ar spisoù kerañ a gaver. Deus ar Reter-Kreiz e teu ar sadran ha gounezet e vez dibaoe 35 kantved bennak. E Breizh hag e Frañs avat e vez rouez an dud o c'hounid an « aour ruz ». O kregiñ 'mañ mare dastum ar safran, met gwelloc'h vefe ma tiskennfe un tammig an temperadurioù. Setu pezh a embann Kristen, nevez staliet da c'hounid safran e Roc'h an Diaoul e Kerrien. Katell Uguen a zo bet da welet anezhi ar mintin-mañ.