àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier 5:30 noz

Keleier 5:30 noz

@@@Nann d'ar Super U d'ar sul@@@ Ur c'hant bennaket e dud 'oa bodet dec'h war parking ///Super U/// 'ba ///Plabenneg./// Fell 'ra dezho 'chomfe serret ar gourmarc'had d'ar sul beure. Krog eo renerezh Super U da digeriñ e stal da boent Nedeleg paseet. Ha goulenn 'vije graet ganti kenderc'hel e-giz-se gant pratikoù 'zo. Izili eus ar gevredigezh konsommatourien 'zo savet a-enep ar Super U ganto. Selaouomp ///Geneviève Thepot/// ha ///Robert Roudaut.///Gant ///Erwan Blanchard./// Selaouit @@@Ur raktres skol diwan zo ba Pleskob e-tal Gwened@@@ A-c'houde meur a viz deus n'um vodet tud eno evit kas da benn ar raktres-mañ, ha savet gete ur c'homite skoazell. Degemeret mad int bet get ///ti-kêr Pleskob,/// ur gêr lec'h ma zo un aergelc'h tost doh ar brezhoneg dija get kevredigezhoù èl ///« Petra neue »,/// a ra àr-dro ar festival Roue Waroc'h. Ar pal eo digoriñ ar skol 'benn an distro-skol-mañ-za. Ur labour brudiñ vo ret gober bremañ, èl ma lâr deomp ///Jef Le Gouarin/// a zo prezidant ar c'huzul skoazell. Doh mikro ///Yaëlle ar Mouel./// Selaouit Un emvod kelaouiñ a vo 'benn an 28 a viz c'hwevrer da 6 eur30 da noz er sal Arvor e Pleskob.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio