àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Penaos fardañ sistr mat ? Un devezh stummañ gant ar CIDREF

Penaos fardañ sistr mat ? Un devezh stummañ gant ar CIDREF

Penaos fardañ sistr mat ? Evit ur bern tud e seblant aes fardañ an evaj diwar an avaloù. 'benn ar fin e verzher n'eo ket ken simpl ha se. Gant ar CIDREF, ar c'homite enklask ha brudañ ar sistr e Penn ar Bed e oa kinniget digwener un devezh stummañ war ar sistr. 'vit an amatourien o kregiñ met ivez 'vit ar re a vez tro-dro d'ar barrikennoù sistr dibaoe o yaouankiz flamm. Goude ur mintinvezh teorikel e burevioù ar CIDREF e Kemper eo aet an daou ugent stajiad da wel' labourva Jean-Yves Le Goff er C'hloastr Pleiben. Jean-Yves 'zo deuet da vezañ arbennigour war ar sistr-mat goude bloavezhioù a bleustradennoù hag a c'hwitadennoù a-wechoù. Displegiñ 'ra hiroc'h deomp diouzhtu.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio