Atalierou c'hoariva evit ar re baouran e Brest
Gant "Teatr du grain" 'ba Brest 'vo kinniget, 'vit an eil bloavezh eus renk, atalieroù c'hoariva 'pad 6 miz d'an dud a vev diwar yac'hadoù "minima sokial". Lakaat 'nezho da skrivañ ur pezh-c'hoari ha mont war al leurenn a-benn miz Mae kentañ da ginnig anezhañ asambles gant aktourien a-vicher eo pal Ressorts. Ressorts 'zo ur steuñv 'da skoazell an dud 'zo un tamm maez eus buhez ar gevredigezh. Ouzhpenn c'hoari ha deskiñ an teknikoù c'hoariva 'zo gant Ressorts. Kemer amzer asambles ha komz 'zo ul lodenn eus al labour 'zo kaset da benn. Selaouomp Arzhella Caillareg, 'zo karg eus an diorren 'ba Teatr du grain. Gant Erwan Blanchard.
O klask 15 den 'mañ "Teatr du grain". Warc'hoazh 'vo dalc'het un emvod da displegañ ar raktres 'ba Le Maquis, ul lec'hj 'zo staliet 'ba Kerbêr 'ba Brest.