àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ur raktres skol diwan zo ba Pleskob e-tal Gwened.

Ur raktres skol diwan zo ba Pleskob e-tal Gwened.

A-c'houde meur a viz deus n'um vodet tud eno evit kas da benn ar raktres-mañ, ha savet gete ur c'homite skoazell. Degemeret mad int bet get ti-kêr Pleskob, ur gêr lec'h ma zo un aergelc'h tost doh ar brezhoneg dija get kevredigezhoù èl « Petra neue », a ra àr-dro ar festival Roue Waroc'h. Ar pal eo digoriñ ar skol 'benn an distro-skol-mañ-za. Ur labour brudiñ vo ret gober bremañ, èl ma lâr deomp Jef Le Gouarin a zo prezidant ar c'huzul skoazell. Doh mikro Yaëlle ar Mouel. Un emvod kelaouiñ a vo 'benn an 28 a viz c'hwevrer da 6 eur30 da noz er sal Arvor e Pleskob.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio