àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

SOAP&SKIN "Narrow" (2012) 1/5

SOAP&SKIN "Narrow" (2012) 1/5

He anw-leurenn ha titl he raktress arzel ew Soap&Skin ewid ar vusissianes yowank a Aotrich Anja Franziska Plaschg. Da 6 vlez he doa komañset da zeskiñ son ar piano, da 14 vlez ar violoñ, raog 'n em interessiñ ba'r musik eketroneg. Levesonet vez ged Björk, Aphex Twin, Nico pe Cat Power, heb ankouaad ar musik klassel ged Rachmaninov. E 2009 he doa embannet he albom kentañ, Lovetune for vacuum, ur varzhenn, degemeret mad a-benn ged ar vurutellourion hag ar publik : 19 blez he doa, dàet ew da voud ur gwir star en he bro, ha klasset uhel ba'n chartow a Frañs, Beljik pe Alamagn. Ha setu dija he eil disk, Narrow, unan berr a 8 kanenn, savet geti goude marw he sad. Ar vaoues yowank deus ploñjet don ba moriow teñwel he spered, ewid essae da zougen kañvow. N'ew ket aes, klewet vez dohtu ged "Vater", ar ganenn gentañ, e alamaneg : d'he sad e tedia he fladenn. Ur piano, ur vouezh spontus, un urzhiataer : savet he deus un disk simpl ha fromus-bras. Liesliw iwe, ged elektro-indus ba "Deathmetal", souezhus ged "Voyage voyage" (tub Desireless), pe poaniet ba "Boat turns toward the port". Folk ha synthetik : braw ! NANA MOUSKOURI feat. JOAN BAEZ "Here's to you" in rendez-vous (2011 . Mercury) DAVE "Lettre à Hélène" in Blue-eyed soul (2011 . Motown) MADONNA "Give me all your luvin' " in CD-single (2012 . Interscope) > Lehienn ofissiel WE HAVE BAND "Shift" in ternion (2012 . Naïve) > Lehienn ofissiel > Pajenn MySpace BRETON "Ordnance survey" in Blanket rule (2011 . FatCat) SOAP&SKIN "Boat turns toward the port" in Narrow (2012 . PIAS) > Lehienn ofissiel > Pajenn MySpace
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio