Amy
SIN-151009-AMY.docx
AMY
Ur film sevenet gant : Asif Kapadia (2015).
Gant : Amy Winehouse, Mark Ronson, Tony Bennett (2e7mn).
Kenevez ar film-mañ e vehe tremenet buhez Amy Winehouse hebtin da ouied e oa bet anezhi : da grediñ e vevan er-maez ag ar bed ! Ha nawazh e oa-hi ur ganerez jazz e-mesk re vrudetañ he rummad. Plac'h a Londrez e oa. Diouzhtu e oa daet da voud anavet e bed ar jazz a-gaoz d'he eeunded-spered. Ne driche ket gant ar pezh a skrive na gant ar pezh a lâre. Evid skrivañ e oa donezonet-mat evid taolenniñ e berrgomzoù ar pezh a oa enni, en he c'hreizon. Abred e oa daet da voud anavet, abred o doa merket he sonennoù ar re o c'hleve.
Goude boud graet he fazoù kentañ e Camden, ur c'harter a Londrez, e oa bet e New-York. Du-hont e tañvas an alkool hag an drogachoù, ha ne voe ket mui posubl dezhi, daoust d'he strivoù kreñv nawazh, en em zijabliñ anezhe da vad. He gwaz, Blake Fielder-Civil, ne ziskouez ket boud bet un harp eviti war an dachenn-se, ar c'hontrel kentoc'h e oa bet, rag eñv eo en doa he lakaet da heuliañ an hent riskluz-se. Marvet e oa Amy e 2011, d'an oad a 27 vloaz.
Ar pezh a sko war hon spered, hed-ha-hed ar film, zo an dichipot ma kas he buhez, krouerez dispar diouzh un tu ha ganti sïoù terrupl : an evaj hag an drogach. Chem he doa, ur bam, mez bresk ha tener-braz en he c'halon e oa. Hec'h edmegerion, sod ganti abalamour d'he c'hanaouennoù, a remerkas buan he dougañs evid ar whisky pe ar gwin. Ar pezh a vage hec'h awen a zaas da voud ar pezh he lakaas da goll he buhez abred.
Diskoueziñ a ra ar film pouez ar mediaoù en afer (hag e bal e oa ?). Meur a skenenn a ziskouez pegen didruez e oa an teleioù pe ar journalioù ganti. An dud o-hunan, a-unton gant ar gazetennerion diskorpul, n'he laoske ket e peuc'h biskoazh. Daet e oa he buhez da voud ur merzherinti, hag en em c'houlenn a ra an den penaoz e c'hell ne vern piw bevañ pa vez tud (soded, daw eo henn lâred) ataw é redeg war e lerc'h, noz ha deiz koulz lâred. Gant ar c'hizidig ma oa ar plac'h e oa diaez dezhi derc'hel da voned gant an hent-se. Diaez dezhi ive kroueiñ, diaez dezhi enoriñ ar c'hevradoù sinet eviti gant he melestrerion. Rag n'ankouomp ket an dra-mañ : gant he sonennoù e veze savet pladennoù, ha gant ar pladennoù e tae argant, ur bochad argant da serriñ. Hag evid an argant, anad eo, ne vez ket trawalc'h anezhe biken. Kàer he doa lâred ne oa ket evid moned da droiad-mañ-troiad, ne veze ket chelaouet douti ha kaset e veze, enebti gwezhavez, war he zachenn-emgann : ur leurenn bennag, en Amerik pe en Europ.
Gant Asif Kapadia e ta Amy da voud béw diragzimp. Ha diaez ober gwell a-fed buhez, peogwir en deus savet Asif Kapadia e film gant skeudennoù gwirion, brudet pe dianav, a vuhez ar ganerez. Neuze e welomp ar plac'h evel ma oa bet gwelet gant tud an tele, gant ar gazetennerion, ar filmerion, ha ganti he-hunan, rag bourriñ a rae leuskel he mignoned he filmañ en he buhez pemdez.
A-dra-sur ema bet Amy, ar vaouez he fennad blew du uhel ganti ataw, un arzourez dispar. Ouzhpenn ur wezh e oa bet roet ar maout dezhi, pandeogwir he doa resevet c'hwec'h Grammy Awards, ar pezh a dalv Oskaroù e bed ar sonerezh. Chom a ra d'an den ur santimant mesket, goude boud he gwelet war ar skramm, goude boud bet un alberz ag he buhez, berr ha ken frouezhuz war-un-dro. Soñjal a raer pegen bresk e c'hell boud bed ar grouerion gwezhavez. Ha ne savehe ket an dober pe an ezhomm a groueiñ diwar ar c'hloaz a sant an den, gwaz pe plac'h, en e askre ? Daoust da lod boud solud a-walc'h beteg achuamant o buhezioù hir, skwerioù a-walc'h zo a dud arall ne badont ket pell goude boud taolet o c'hri ha roet o ferlennoù d'ar bed. Mozart, Novalis, Rimbaud... Mez d'an nebeutañ o doa profet an dud-se o zeñzor. Amy oa unan anezhe. Lod arall, nawazh, ne laoskont roud ebed...
Jean-Claude Le Ruyet.20151002b.139D.SIN-151009-AMY.docx

Jean-Claude Le Ruyet.20151002b.139D.