àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Teiz ha Noaloù a yay d'ober ur gumun hepken.

Teiz ha Noaloù a yay d'ober ur gumun hepken.

a-c'houde meur a vlez e oa ar soñj-mañ ba pennoù an dud a zo e penn an div gumun. Get ar lezenn da adkempenn an tiriadoù e tay da vout gwir evit mat. Ur referundum a zo bet savet en div gumun hag o deus ar muianiver ag an annezidi reskontet ya evit ma yay Teiz ha Noaloù d'ober ur gumun. 850 a dud zo é chom e Noaloù ha 7000 e Teiz. Liammoù kreñv a vez gete dija. Get an dimeziñ-mañ e vo dalc'het live ar sekourioù argant roet get ar stad. Un dra vat hrevez Jakez Favardin a zo é chom e Teiz a-c'houde 40 vlez 'zo. Emañ doc'h mikro Yaelle ar Mouel.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio