àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Raktresoù mengleuzioù e bro Dreger : un emvod publik a vo 'benn warc'hoazh

Raktresoù mengleuzioù e bro Dreger : un emvod publik a vo 'benn warc'hoazh

Benn arc'hoazh 'vo un emvod publik en Plougonveur, e bro-Dreger, da reiñ pelloc'h da c'hoût diwar-benn ar raktresoù mengleuzioù er vro. Gant ar stroll Douar Didoull eo aozet, da-heul an aotre roet gant ar stad da doullañ an douar war glask metaloù a-bep sort. E meur a dachenn eo Breizh zo seurt labourioù war ar stern, hep goût d'an dud diwar-dro koulz lâret. Amañ eo 25 kumun zo kistion anê, war-dro da Lokenvel. An dañjer zo eo gwelet mengleuzioù o sevel a-bep tu, dalc'het gant pezhioù embregerezhioù etrevroadel, hep diwall an en-dro na kennebeut-all ekonomiezh ar vro evel m'emañ, pe ve deus tu al labour-douar, en touristerezh ha me 'oar. Goulven Ar Gag zo perzh e Douar Didoull, pelloc'h gantañ, deus mikro TK. Emvod publik diwar-benn ar raktresoù mengleuzioù 'benn arc'hoazh 'ta, e Plougonveur, e sal ar gouelioù, da 8e30 noz. Ha 'benn ar 24 a viz Here 'vo ur vanifestadeg e Gwengamp, da 10e beure, 'enep d'ar raktres.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio