àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

microbe et gasoil

microbe et gasoil

SIN-151002-MICROBE ET GASOIL.docx MICROBE ET GASOIL Ur film sevenet gant : Michel Gondry (2015). Gant : Ange Dargent, Théophile Baquet, Diane Besnier, Audrey Tautou (1e43). Gant ar film-mañ e chom ar vakañsoù braz da stranañ un tammig ha vad a ra d'an den hunvreal c'hoazh e-raog ma tay ar gouiañv gant e vrumennoù hag e nozioù hir. Setu istoer follig daou grennard n'o deus ket c'hoant da goll o amzer e-pad an hañv gant o familhoù. Kroget ar soñj en o jiletoù da fabrikañ un oto dezhe, ur menier karavanenn, diwar ur motor touzerez. Rag m'ema Mikrob ur paotrig tener mez leun a vugon diabarzh ha Gazoal un ijiner dispar, e taont da benn ag o zaol. Traouigoù zo a seblant boud diwirhañval a-walc'h, evel skenenn ar jañdarmed é toned da dennañ o fortred dirag ar garavanenn heb klask pelloc'h, en ur grediñ hebkén e oa un tiig savet war bord an hempraz, bokedoù war barlenn ar fenestr. Mez daoust da se e chom béw ar fent beteg ar fin. Kalonoù ar vugale a zo ennimp a drid un tammig c'hoazh dre weled an daou-se é krogiñ er vuhez en ur mod plijuz braz. Unan ag an daou grennard zo avañsetoc'h eged an arall : douzh a seblant n'eus sekred ebed evid Gazoal. Barreg eo war ur bern domanïoù. Evid pezh a sell douzh ar seks ("normal eo en em horjellañ, a lâr da Vikrob, un tammig chifet gant an afer-se, zokén ar wazed dimezet henn gra !"), mez ive evid ur bern traoù arall. Tra m'ema Mikrob ur sort koulouch-e-vamm (fiskal, Audrey Tautou e rol ar vamm-se), ema Gazoal ur spered libr a-walc'h, ur spered pleustreg ampart war ar vuhez a-vremañ, solud war e dreid, solud ive en e benn. Eñv eo a zo mestr Mikrob, gant ar sort mignoniezh-se hag a ziwan d'an termen-se ag ar vuhez etre ar grennarded, unan a bazennoù kentañ ar vuhez brazard. Evel-just eh eus merc'hed ba'n taol, mez a-bell e vezont gwelet, evel un dremmwel diaez da dizhoud. Boud eh eus ag an ollved-sen ive, sur a-walc'h, ha santet e vez Mikrob strafuilhet muioc'h eged Gazoal gantañ. Mez n'eo ket an termen c'hoazh, evid ar paotr e fas ael, da c'hoari koukou gant ar merc'hed. Traoù arall, emgannoù arall zo da gas da benn e-raog : gounid war e aonoù, war e ambazhted, war e harzoù. Daw e vo dezhañ brasaad, kaoud muioc'h a fiziañs ennañ, kuit a droc'hañ e vlew hir marse, sin an tremen etre daou brantad e vuhez. Piw nen deus ket klasket sevel un oto pa oa bihan, gant koad ha rodoù kavet en un doullenn bennag ? Mez gwezharall e veze diaez kaoud motorioù, pa vez kavet ar re-mañ aez a-walc'h bremañ. Ur motor touzerez e chom simpl a-walc'h henn rapariñ, evid ur spered digourdi evel heni Gazoal amañ. O c'haravanenn a zegas soñj a dier damhañval ar barzh-ferailher, Aogust Coudray, a Lizioù, an heni en doa savet ar film J'demande pas la lune, juste quelques étoiles, e 2012. Diwezhañ film Michel Gondry, L'écume des jours, ne oa ket bet a-renk gant e skrid-orin, romant brudet Boris Vian ; dipituz e oa bet kavet gant an darn vuiañ ag an arvesterion. Mez gant Microbe et Gasoil e ta da benn ag e daol : hon lakaad da hunvreal, hon lakaad da grediñ e c'hellomp kreskaad. Ar pezh a ra Mikrob, a zeiz da zeiz e kompagnunezh e gamarad filozofer. Tro-dro dezhe e fich ar vuhez, gant tudennoù drol, fall pe sod gwezhavez, kollet en o c'hustumoù liez, en o sïoù. Mez ar buhezioù nevez a doull an douar evid diwanañ, evid kellidiñ, ha setu gante distabillaet buhez ar re arall, buhez ar re gozh, koshoc'h d'an nebeutañ. Etre Mikrob ha Gazoal ne vez ket splann an traoù bemdez naket. Da beb an amzer e sav bec'h etreze, rag kizidig eo peb unan, na petra 'ta ! Gourc'hemennoù d'an daou aktor yaouank a gas ar film war-raog evid hon brasañ plijadur : ne vehen ket souezhet o gweled o daou war ar leurenn un deiz bennag c'hoazh. Ange Dargent, é sortial ag ar vugaleaj, glan a gorf hag a spered, nerzh gantañ nawazh dindan e bennad blew, ha Théophile Baquet, siriuz evel ur prederour, sur e lâredoù evel re un Ulys a-vremañ, daou aktor a vicher dija, a brof d'ar re vihan ha d'ar re vraz ive ur film fresk ha joaiuz. Jean-Claude Le Ruyet.20151002b.138D.
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio