Peseurt plas d'ar brezhoneg en deskadurezh katolik?
Dec'h e oa aozet un devezh labour e Pondi get ar CAEC, Komite akademiezh an deskadurezh katolik e Breizh. An drederenn ag ar vugale skoliataet e brezhoneg a ya d'ur skol gatolik. Pedet e oa bet tud a-bep seurt da zispleg d'ar renerion ha da lod skolaerion peseurt talvoudegezh zo d'an diwyezhegezh ha penaos e c'hell ar brezhoneg un dra a-bouez evit dioren barregezhioù.Gwendal Daniel, skolaer e skol Muzilleg en deus prezeget a-ziàr e feson da gelenn.