àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Trouz : ur steuñv nevez e Landi.

Trouz : ur steuñv nevez e Landi.

Get ministerezh an Difenn 'zo embannet ha savet ur steuñv nevez da "warantiñ" an dud doc'h an trouz 'zo graet get ar c'hirri-nij da geñver an taolioù arnod 'vez 'ba Bon Landivizio. Ur steuñv hag a 'zo anvet PEB (Plan d'exposition au bruit) 'zo brasaet an dachenn anezhoñ 'da genver an hani 'oa beteg bremañ. Startoc'h pe diwhennet vo kavout an aotre evit sevel tiez 'ba meur a barrez. Setu perak e sav dilennidi ar parrezioù hag an dud 'zo chom tro dro ar Bon. 'Benn disadorn 'vo aozet, 'ba Bodiliz, un emgav evit ar re a faot dezhe 'vehe cheñchet ar steuñv mañ. Muioc'h get Jean Jezekel, maer Gwikourvest. Get Erwan Blanchard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio