C'hoari paledoù e Kawan get ar PKK.
Disadorn 'oa tournamant paledoù e Kawan, aozet gant ar PKK, Paledoù Kleub Kawan. Un emgav bloaz bremañ, abaoe 'oa bet krouet ar c'hleub 8 vloaz zo. Hag ur ger stur: plijadur!
Bet eo TK eno, un tamm tro war al leur c'hoari gantañ, asambles gant Lus Chauveau ha Visant Dubois, krouerien ar c'hleub, Yoran Plouzenneg, bet o c'hoari, hag un toullad c'hoarierien all.