àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Souten get ar repuidi.

Souten get ar repuidi.

Disadorn 'oa manifestadegoù dre veur a lec'h e Frañs da souten ar repuidi o tont a wagennadoù deus ar Siri pe Irak peurliesañ er c'houlz-mañ. E Roazon 'oa ur mil a dud war ar straedoù, diwar galv strolladoù stourm pe politikel. An holl anezhe o tont da difenn ar gwir da vont ha dont, hep na vije da c'hoût pe zo deus repuidi bolitikel pe repuidi ekonomikel. E Lannuon, e bro Dreger, oa galvet da'n em vodañ disadorn beure dirak an ti-kêr gant Kuzul Skoazell Bro Dreger d'an Dud Dibaper. Ur c'hant ugent bennaket a dud 'oa bet. Muioc'h a displegadennoù gant Pierig An Danteg, ezel er c'huzul skoazell. Gant Tugdual Karluer.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio