Berzh neus graet ar festival "En Voie d'Expression" e Pondi.
a-hed an dibenn-sihun-mañ e oa savet evit an deirvet gwezh get ar gevredigezh "Les Art'souilles s'ouvrent". ur skipailhad mignoned ha tud yaouank o deus bet c'hoant da ginnig traoù nevez e Pondi. Donet a ra ar fest-mañ da vout brudet un tamm ha razh an tikedoù a zo bet gwerzhet ar blez-mañ. Chloé Le Fralliec a zo plac'h a volontez-vat er festival a-c'houde meur a vlez. é karg ag an davarn e oa. Hiroc'h he deus lâret dec'h da Yaelle ar Mouel.