« ar maezioù », ur fiksion radio a vo da glevet fenoz da 8e war ho radioioù
Teatr Piba, Radio Kerne ha Dizale a ginnigo fenoz ur fiksion radio c'hoariet ha skignet war-eeun deus sal an Arthemuse e Brieg. Ar pezh c'hoari « ar maezioù » diwar « the country » gant Martin Crimp a zo bet dibabet. Selaouomp da gentañ Lou Millour, renerez Radio Kerne hag a zispleg deomp penaos eo ganet ar raktres ha Marion Gwenn, komedianez. Respontet o deus da Vrieg Moal.