Repuidi: ur galv gant Lig Gwirioù mab den 'vit degemer anezho
Ur vodadeg a gengred gant ar repuidi a zo aozet emberr e Kemper, diwar intrudu Lig Gwirioù Mab Den. Ur ger stur « Minic'hi, ur gwir eo, kengred gant ar repuidi », sinet gant un tregont bennak a aozadurioù, a vo klevet neuze. Er galv kaset da-benn gant Lig Gwirioù Mab Den e vez embannet fraezh e fell dar stourmerien « e lakfe Frañs pouez war holl broioù an Europ 'benn degemer ar repuidi ». Gervel a ra an LDH ar geodediz hag ar boblañs a-bezh da reiñ sikour dan dud. Displegadennoù gant Tangi Louarn, perzh e Lig Gwirioù Mab Den, ouzh mikro Katell Uguen.