àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Dheepan

Dheepan

0SIN-150911-DHEEPAN.docx DHEEPAN Ur film sevenet gant : Jacques Audiard (2015). Gant : Anthonythasan Jesuthasan, Kalieaswari Srinivasan, Claudine Vinasithamby (1e54). Chomet e oa Jacques Audiard gant daou film o doa merket an arvesterion : Le Prophète ha De rouille et d'os. Gant Dheepan eh omp kaset e banlew Pariz, e buhez ur "familh" ag ar Sri Lanka daet da gavoud repu er Frañs. D'ar film-mañ ema bet roet ar lore e Cannes ar bloaz-mañ. Meur a dra interesuz zo er film, taolennet gant ur mestr memestra, gwezh gant ur mestroni disi, mez pas ataw. Ar peb pouezusañ moarvad eo ar feson ma kav an dud-se o lec'hioù en o endro nevez. Da gentañ ne ouiont ket komz galleg, ne ouiont ket hag evaduz eo an dour a red er lavabo, n'anavont ket kalz a dra diwar-benn ar vuhez er bed estren dezhe emaint degouezhet ennañ. Ar plac'hig hebkén a gompren gerioù galleg zo, ur gwir sikour evite memestra da gomañs. Dheepan a oa bet soudard, unan ag an Tigred tamoul eo. An Tigred tamoul oa ar soudarded a oa savet eneb da c'houarnamant reizh Kolombo, kêrbenn enezenn ar Sri Lanka (ez-Seilan). Goulennet o doa, etre 1979 ha 2009, ma vehe bet savet ur stad dizepant, e biz an enezenn, evid ar bobl tamoul (20% ag ar boblañs), mez en aner o doa stourmet er brezel-se. Tost da gant mil den a oa bet lazhet. Ha kuitaet en doa Dheepan ar stourm goude ar faezhidigezh. En dizurzhioù a zegouezh goude sort emgannoù en doa gellet achap gant ur vaouez yaouank hag ur verc'hig naw vloaz kavet war an dachenn, koulz lâred : evel-se e c'hellent kaoud ur statud repuidi, statud roet aesoc'h d'ar familhoù, ha kuitaad ar vro. Ne oa ket ur familh wirion, mez diskoueziñ a rae henn boud. Ne chom ket pell ar film war ar veaj, mez aez eo kompren ne oa ket bet bourrabl bemdez, ken pell m'ema ar Sri Lanka a-zoc'h an Europ, pa welomp pegen diaez e vez treuziñ ar Mor Kreizdouarel an deizioù-mañ evid lod... Ur lec'h bennag a gav Dheepan e-kostez Pariz, ur lec'h, ur loj, ur vicher : gouarner ur batimant e vo. Karget e vo a zerc'hel prop ar lec'h, rapariñ ar pezh a ya da fall, boud ur liamm etre an dud. Ha labour zo. N'o deus ket ar re yaouank-se, dilabour peurvuiañ, kalz a zoujañs evid madoù an oll. O domani eo, gant lezennoù kuzh pe diguzh zokén. Perag kuzhad o c'henwerzh drammoù pa ne weler jamez paotred Mari Robin, da lâred eo ar jañdarmed, é tostaad ? Kaided zo er c'harter, evel ma jaoj d'ar metoù-se. Ha kaided eneb da gaided arall. Ha red da zDheepan ober gante. Mez ne blij ket peb tra dezhañ, santoud a ra eh a an traoù-se a-dreuz, eneb da sioulder ar c'harter, eneb da drankilded an dud ordinel a véw ennañ, eneb dezhañ a-benn ar fin, eñv hag a zo gouarner ar lec'h. Diskouezañ a ra Dheepan boud un den mad, ar pezh a soñj ar plac'h daet gantañ. Mez soudard e oa bet ive, arabad henn ankouaad, na boud ne venn ket dezhañ krogiñ en-dro gant ar vicher-se e neb feson. Ar vuhez meur a wezh a oui astenn dimp ar gordenn hon tago. Ha daoust da zDheepan kaoud c'hoant da zilezel war e lerc'h e amzer dremenet, ha da vad, ennañ e verw ataw e ene soudard. Ha diaez eo dezhañ parraad a lakaad urzh er geoded-se, pa wel a-walc'h e rank an dud a véw enni gouzañviñ, añdur emgannoù, koulz en deiz hag en noz, gant armoù a beb sort. Ha gwirion eo ar pezh a vez taolennet dimp pa vez hanw a ziskouez ar bannlew-se ? Ar re o deus tostaet douzh ar lec'hioù-se a oui e c'hell boud evel-se : an tu pellañ ha tàerrañ a c'heller gweled eo, ha n'eo ket lod peb bannlew en-dro da gêrioù braz zo, euruzamant. Muioc'h eged ar fin, un tammig gwan, a gavan, tu interesusañ oberenn Audiard amañ zo diskoueziñ dimp n'eo ket an diaezamantoù hebkén, mez ive ar chañsoù a c'hell an dud en harlu kavoud war o hentoù. Rag e peb lec'h e vez kavet tud hegarad, hag ouzhpenn-se, zokén gant an dud maez a lezenn e chom jestoù deneg. Daoust d'an endro boud kriz meur a wezh e tiskouez ar film kalonegezh an dud-se, prest d'ober o seizh gwellañ evid sevel ur vuhez nevez, gwell eged an heni bet dilezet gante, pell, du-hont. Daoust pegen rust e c'hellont kavoud o douar nevez, an douar-mañ eo o heni bremañ, ha c'hoant o deus da zoned da benn ar wezh-mañ, gant ur banne karantez ouzhpenn, mar be tu. Jean-Claude Le Ruyet.20150911c.135D.0SIN-150911-DHEEPAN.docx DHEEPAN Ur film sevenet gant : Jacques Audiard (2015). Gant : Anthonythasan Jesuthasan, Kalieaswari Srinivasan, Claudine Vinasithamby (1e54). Chomet e oa Jacques Audiard gant daou film o doa merket an arvesterion : Le Prophète ha De rouille et d'os. Gant Dheepan eh omp kaset e banlew Pariz, e buhez ur "familh" ag ar Sri Lanka daet da gavoud repu er Frañs. D'ar film-mañ ema bet roet ar lore e Cannes ar bloaz-mañ. Meur a dra interesuz zo er film, taolennet gant ur mestr memestra, gwezh gant ur mestroni disi, mez pas ataw. Ar peb pouezusañ moarvad eo ar feson ma kav an dud-se o lec'hioù en o endro nevez. Da gentañ ne ouiont ket komz galleg, ne ouiont ket hag evaduz eo an dour a red er lavabo, n'anavont ket kalz a dra diwar-benn ar vuhez er bed estren dezhe emaint degouezhet ennañ. Ar plac'hig hebkén a gompren gerioù galleg zo, ur gwir sikour evite memestra da gomañs. Dheepan a oa bet soudard, unan ag an Tigred tamoul eo. An Tigred tamoul oa ar soudarded a oa savet eneb da c'houarnamant reizh Kolombo, kêrbenn enezenn ar Sri Lanka (ez-Seilan). Goulennet o doa, etre 1979 ha 2009, ma vehe bet savet ur stad dizepant, e biz an enezenn, evid ar bobl tamoul (20% ag ar boblañs), mez en aner o doa stourmet er brezel-se. Tost da gant mil den a oa bet lazhet. Ha kuitaet en doa Dheepan ar stourm goude ar faezhidigezh. En dizurzhioù a zegouezh goude sort emgannoù en doa gellet achap gant ur vaouez yaouank hag ur verc'hig naw vloaz kavet war an dachenn, koulz lâred : evel-se e c'hellent kaoud ur statud repuidi, statud roet aesoc'h d'ar familhoù, ha kuitaad ar vro. Ne oa ket ur familh wirion, mez diskoueziñ a rae henn boud. Ne chom ket pell ar film war ar veaj, mez aez eo kompren ne oa ket bet bourrabl bemdez, ken pell m'ema ar Sri Lanka a-zoc'h an Europ, pa welomp pegen diaez e vez treuziñ ar Mor Kreizdouarel an deizioù-mañ evid lod... Ur lec'h bennag a gav Dheepan e-kostez Pariz, ur lec'h, ur loj, ur vicher : gouarner ur batimant e vo. Karget e vo a zerc'hel prop ar lec'h, rapariñ ar pezh a ya da fall, boud ur liamm etre an dud. Ha labour zo. N'o deus ket ar re yaouank-se, dilabour peurvuiañ, kalz a zoujañs evid madoù an oll. O domani eo, gant lezennoù kuzh pe diguzh zokén. Perag kuzhad o c'henwerzh drammoù pa ne weler jamez paotred Mari Robin, da lâred eo ar jañdarmed, é tostaad ? Kaided zo er c'harter, evel ma jaoj d'ar metoù-se. Ha kaided eneb da gaided arall. Ha red da zDheepan ober gante. Mez ne blij ket peb tra dezhañ, santoud a ra eh a an traoù-se a-dreuz, eneb da sioulder ar c'harter, eneb da drankilded an dud ordinel a véw ennañ, eneb dezhañ a-benn ar fin, eñv hag a zo gouarner ar lec'h. Diskouezañ a ra Dheepan boud un den mad, ar pezh a soñj ar plac'h daet gantañ. Mez soudard e oa bet ive, arabad henn ankouaad, na boud ne venn ket dezhañ krogiñ en-dro gant ar vicher-se e neb feson. Ar vuhez meur a wezh a oui astenn dimp ar gordenn hon tago. Ha daoust da zDheepan kaoud c'hoant da zilezel war e lerc'h e amzer dremenet, ha da vad, ennañ e verw ataw e ene soudard. Ha diaez eo dezhañ parraad a lakaad urzh er geoded-se, pa wel a-walc'h e rank an dud a véw enni gouzañviñ, añdur emgannoù, koulz en deiz hag en noz, gant armoù a beb sort. Ha gwirion eo ar pezh a vez taolennet dimp pa vez hanw a ziskouez ar bannlew-se ? Ar re o deus tostaet douzh ar lec'hioù-se a oui e c'hell boud evel-se : an tu pellañ ha tàerrañ a c'heller gweled eo, ha n'eo ket lod peb bannlew en-dro da gêrioù braz zo, euruzamant. Muioc'h eged ar fin, un tammig gwan, a gavan, tu interesusañ oberenn Audiard amañ zo diskoueziñ dimp n'eo ket an diaezamantoù hebkén, mez ive ar chañsoù a c'hell an dud en harlu kavoud war o hentoù. Rag e peb lec'h e vez kavet tud hegarad, hag ouzhpenn-se, zokén gant an dud maez a lezenn e chom jestoù deneg. Daoust d'an endro boud kriz meur a wezh e tiskouez ar film kalonegezh an dud-se, prest d'ober o seizh gwellañ evid sevel ur vuhez nevez, gwell eged an heni bet dilezet gante, pell, du-hont. Daoust pegen rust e c'hellont kavoud o douar nevez, an douar-mañ eo o heni bremañ, ha c'hoant o deus da zoned da benn ar wezh-mañ, gant ur banne karantez ouzhpenn, mar be tu. Jean-Claude Le Ruyet.20150911c.135D.
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio