Savetaet eo Diwan Pariz
Darbet eo bet da skol Diwan Pariz serriñ he dorioù da vat& Dre chañs emañ ar c'hentelioù o vont da gregiñ en-dro ha spi 'zo evit ar bloaz-mañ hag evit kalz a vloavezhioù all. Régine Gwilhamot n'eus kuitaet bro Kemperle 'benn mont da renerez nevez Diwan Pariz. Dre abadennoù broudañ liesseurt e klask-hi, asambles gant ar c'huzul skoazell, desachañ ar muiañ a vugale en distro-skol-mañ. Deomp da c'houzout hiroc'h ganti diouzhtu.