àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier 5:30

Keleier 5:30

@@@Brudañ ar brezhoneg àr mangoerioù Kemper.@@@ Skritelloù 4 metrad àr 3 a glasko chechiñ an dud àr zu an deskadurezh e brezhoneg, kement doh tu ar vugale ha doh tu an dud daet. Ur c'hampagn bruderezh lañset get ar c'hevredigezhioù lec'hel a Gemper, sekouret get tud a vecher hag arc'hantaet evit-se get Ti-Kêr Kemper ha departamant Penn ar Bed. Un taol kaer evit Bruno Coray, ezel ar gevredigezh "Evel just". An atersenn doh mikro Anne Gouerou @@@Ur sihuniad 'zo oa bet roet lañs d'ar festival Les Gamineries e Pondi.@@@ Ur festival evit ar re yaouank etre 3 ha 12 vlez, savet get servijoù an ti-kêr a-c'houde 5 blez. A bep seurt abadennoù vez keunniget : c'hoariva, dañs, sonerezh, arvestoù margodennoù, sirk, sinema. Traoù vo da zizoleiñ betag fin ar sihuniad. Digwener e oa keunniget ur pezh c'hoari e brezhoneg evit ar vugale skoliataet en hentennoù brezhoneg. « Ar Gêr vras » oa anv ar pezh, c'hoariet get strollad ar vro bagan ha skrivet get Goulc'han Kervella diàr benn an divroañ

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio