Labourat e-pad an hañv : muioc'h-mui a studierien a glask gounid o zamm bara
Ma vez an hañv ur mare da vakañsiñ evit ar bras eus an dud e vez evit ar studierien ur mare da c'hounid un nebeud gwenneienn 'n ul labourat. Daoust d'ar pezh a c'heller soñjal ne vez ket ken aes ha se kavout un tamm post-labour evit an hañv.
Yuna Denez a zo oc'h echuiñ he c'hontrad-labour en ur stal-vara. Displeget he deus da Gatell Uguen penaos e troe an traoù eviti hag a zo studierez war an arzoù, ha da-gentañ perak he deus dibabet labourat e-pad an hañv.