àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Pariz-Brest-Paris : un droiad 1300 km !

Pariz-Brest-Paris : un droiad 1300 km !

6000 kourser àr o marc'h-houarn 'deus treuzet pe 'zo é treuziñ Breizh c'hoazh ! Kemer perzh 'reont 'ba Pariz-Brest-Pariz ur "redadeg" 'oa lañset e 1891 get Pierre Giffard 'oa perc'henn ur gazetenn anvet Le Petit Journal. Loc'het eo ar gourserien getañ a Saint-Quentin-en-Yvelines evit monet da Vrest dilun noz dre strolladoù 300. Degemeret mat int un tamm 'ba pep lec'h àr an hent. Kostez ar Merzher, e-tal Landerne, 'oa staliet un tamm tavarn 'ba kêriadenn ar C'hef get an ti-kêr da reiñ ur werennad, hag ur grampouezenn pe ziv. Un tamm mat a ambiañs 'oa àr-vord an hent 'kerzh an devezhioù tremenet. Bet eo Erwan Blanchard é komz get ar supporterion: Mélanie, Auguste ha Robert.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio