àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Priz ar c'hig moc'h: soñj Yvon Cras 'zo dileuriad Confédération Paysanne

Priz ar c'hig moc'h: soñj Yvon Cras 'zo dileuriad Confédération Paysanne

Marc'had ar moc'h 'vo digor en-dro 'ba Plerin hudu. Met ne deuio ket ar stal Bigard nag ar c'hoop eus Lamballe Cooperl da brenañ moc'h. Evito eo re gaer paeañ un euro ha daou santim ar c'hilo kig moc'h. Dec'h 'noant ket kemeret perzh 'ban emvod 'oa aozet 'ba minister al labour-douar 'ba Pariz. Kotaioù 'oa gant Cooperl ha Bigard 'vo roet da stalioù all 'neus embannet prezidant ar marc'had. Eus tu ar sindikad Confédération Paysanne, eptra sonjer diwar-benn an diaesterioù 'zo gant ar broduerien moc'h boutin. Selaouomp Yvon Cras 'zo dilennet 'ba Kambr al labour-douar e anv ar sindikad a lak war wel ul labour-douar graet gant peizanted, ul labour-douar hag a douja eus an en-dro hag a brodu produioù mat, a galite uhel. Yvon Cras 'zo produer laezh 'ba Gwikar, kichen Landivizio.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio